Pajenn:De Carne Ar c'hoz vedisin, 1921.djvu/33

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 33 —

hag o deus evet gand ar skudel. Pep hini anezo en deus evet, a gav d’in, teir voutaillad da nebeuta.

An archer

Mat. Da Lannig. C’houi a baeo.


17 DIVIZ


An hevelep re. Per, Lukas.


Per

Sell ta ! setu ama an archer a glaskomp.

An archer

Petra fell d’eoc’h ?

Lukas

Lakaat ac’hanoc’h warlerc’h eun toueller en deus lekeat eur vaouez da vervel.

Per

Dleout a ra d’eomp daou c’hant lur.

Lukas

Tennet en deus an arc’hant se diganeomp da barea hor mamm goz hag eleac’h he farea en deus he lazet.

Per, o gwelet Lannig azezet.

Sellit, aotrou archer. Hennez eo a zo azezet, aze, hennez eo ar medisin milliget se.

An archer

Hennez ? Medisin ? Tamm ebet. Miliner eo. Edo n’eus nemet eur pennad o krial a bouez penn :