Pajenn:De Carne Ar c'hoz vedisin, 1921.djvu/34

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 34 —

Awalc’h ! awalc’h ! aotrounez ! Me ne ket medisin oun, tra, tra, tra ! me eo miliner, miliner da viken. Petra a valbouzit neuze ta ? Huvreal a rit ?

Lukas

Huvreal ne reomp ket. Me lavar d’eoc’h eo hennez medisin, medisin fall, gwir eo, mes medisin evelato.

An archer, droug ennan.

Ha me lavar d’eoc’h ez oun skuiz gant kemend all a draou lavaret gand ar re ma, lavaret gand ar re ze. Tri ac’hanoc’h a zo azezet aze. En hano al lezen gourc’hemen a ran d’ar re all da vont da azeza ive da gichen an tri all. Pa viot peur azezet holl, goulen a rin digant pep hini ar pez en deus da lavaret. Maze, Biel, Laouig, Jaffrez, Gwilhou, Per ha Lukas a ia da azeza da gichen Lannig, Alban ha Krenn.

Ar barner, e c’hrefier gantan, a zeu e goueled an teatr.

An archer

Pebez taol chans ! Setu an aotrou barner o tont. Hennez a welo sklearoc’h egedoun, marteze.


18 DIVIZ


An hevelep re. Ar barner. Ar grefier


Ar barner

Petra a ra an dud se azezet holl aze ?

An archer

Eun toullad tud eo, aotrou barner, am eus kavet oc’h en em ganna, o tabutal etrezo, o krial a unan. Kalz traou ho pezo, a gav d’in, da varn ganto,