Pajenn:De Carne Ar c'hoz vedisin, 1921.djvu/37

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 37 —
Per

Ar c’hoz vedisin en deus lekeat hor mamm goz da vervel a dle d’eomp daou c’hant lur.

Lukas

Ar furlukin ze n’eo anezan nemet eur gaouiad a laz an dud eleac’h o farea.

Lannig

Goulen a ran, aotrou barner, eun digoll evit an taoliou baz am eus paket diou weach.

Krenn

Medisin oun. Alban ive. Arc’hant ar glanvourien a zo d’eomp ha ne ket da re all.

Alban

Difennet eo gand al lezen, aotrou barner, ober micher a vedisin pa vezer miliner.

Ar barner, o stanka e ziouskouarn gand e zaouarn.

O la, la, la, la, la la ! Peoc’h ! peoc’h ! Pebez trouz ! Pebez safar ! eur jalivari spountus eo, goest da vouzara an dud.

Ar grefier a gousk war e gador. Roc’hal a ra. Tavit holl, da genta. Petra eo c’hoarvezet etrezoc’h holl ? Eun eal e unan, o tont eus an envou, ne c’hellfe ket kavout penn dioc’h lost ar guden ze. Kent se, me n'her c’havin ket kennebeud. Ha ne ket gwir, grefier ? Roc’hal a ra ar grefier. Ar varnedigez a vezo douget divezatoc’h, epad ar c’horaïz. Neuze e vezo roet e die da bep hini. Da c’hortoz, digemerit eur gentel vihan digant ho parner : Taoliou baz, taoliou dourn, dismegansou, gwall-deodou, gwall hanoiou, troiou kamm, korvigellou,