Pajenn:De Carne Ar c'hoz vedisin, 1921.djvu/38

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 38 —

an holl draou ze a zo fall kenan. Ha ne ket gwir, grefier ? Roc’hal a ra ar grefier.

Ar peoc’h, ar garantez, ar vadelez etre an dud, n’eus netra gwelloc’h, netra dudiusoc’h. Setu va mennoz ha me a blijfe d’in e vije ive hoc’h hini. Ar barner a zav hag a ia kuit. Roc’hal a ra ar grefier krenvoc’h krenva.

An archer, oc’h heja ar grefier.

Aotrou grefier, echu eo ar c’hoari farsus. Ar grefier ne finv ket. Aotrou grefier ?

Ar grefier, o tihuna eun tammig hag o tic’henaoui.

Hein ?

An archer

Ema ar goel o vont da zisken.

Ar grefier

Hein ?


Ar goel a zisken.