Pajenn:De Carne Ar c'hoz vedisin, 1921.djvu/7

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


1 DIVIZ


Lannig, Saïg


Lannig

Selaou mat, Saïg ; selaou evit ar weach diveza. Skuiz bras oun gant da goz vioc’h a zeu bemdez da zibri em fark va fanez, va c’harotez hag all. Klevet a rez, hein ?

Saïg

Ia da ! Ha me, Lannig, ha me ? petra livirin-me, neuze, gant da benmoc’h a furch, hed an deiz, e douar va liorz, gant e fri teo, da laerez va fatatez paour ?

Lannig

Ne ket gwir, gaouiad, ne ket gwir.

Saïg, droug ennan.

Ne ket gwir ? Deus da welet, Lannig, deus da welet. Hirio, da vintin, daou ero patatez zo bet labouret ha troet gand al loen lous se.

Lannig, droug ennan.

Lous te da unan, koz kemener mat da netra, kemener divalo ha dister, ne oar nemet marvaillat gand ar merc’hed.

Saïg, droug bras ennan, o c’hourdrouz.

Gand ar merc’hed ? Mat ! Mar dout eur goas, te, Lannig, deus d’en emt ganna ; deus. Me a lakaio da c’hoad da redek hag a raio gwadegennou gantan, gwadegennou fall, gwir eo.