Pajenn:De Carne Ar c'hoz vedisin, 1921.djvu/9

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 9 —
Per

Ni hel lavaro d’eoc’h, mes da genta, petra zo ? C’houi zo tenval ho taoulagad. C’houi zo henvel ouz eun den paket gantan eur c’hlenved bennak.

Saïg

Ne ket souez ! Emaoun o paouez koueza dioc’h beg eur wezen m’edoun o trouc’ha skourrou diouti. Me ielo dizale da gaout eur medisin mat.

Lukas

Da gaout eur medisin mat ? Santez Anna ! Daoust hag anaout a rit eur medisin mat ? An aotrou Doue eo, sur, ho laka war hon hent. Ni ive a glask, pell zo, eur medisin mat, hep beza her c’havet e nep giz.

Saïg

Perag ta, va zud vat ?

Per

Perag ? Evit parea hor mamm goz, a zo klanv bras. Galvet hon eus, eviti, an daou vedisin a jom er vro, an aotrou Krenn hag an aotrou Alban.

Lukas

Mez an daou ze a zo chomet mud evel daou azen, hep ober tra, e kichen gwele hor mamm goz.

Per, o lenva.

Hag ar baourez keaz greg a vezo, hep dale, war he zremenvan.

Saïg

Mat. Ar medlsin anavezet ganen ne jomo ket evel eun azen dirak ho mamm goz. Ar medisin ze a zo dispar, mes foll mik eo evelato. E spered a zo troet neat.