Pajenn:De Carne Ar galon vat, 1922.djvu/11

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 9 —
Fanch, o krial.

O va Doue ! pebez poan a ra d’in va droug dent.

Laou, o c’hoarzin.

Ha, ha, ha ! gwell a ze, gwell a ze ! Kenavo.

Fanch, flouroc’h e vouez.

Selaou, va c’heazik ! foar vras Plabenneg eo hirio. Chom ganen, ezom am eus ac’hanout.

Laou

N’hoc’h eus ket, p’eo gwir ne d-oun nemet eun tartouz.

Fanch

N’out ket.

Laou

Eul lakepod, eur pez didalvez.

Fanch

N’out ket, n’out ket.

Laou

Eur marmouz divalo, eul lorgnez mevelig, eun druilhen, eur boed evit ar groug.

Fanch

Tamm ebet, tamm ebet.

Laou

Petra eo oun me neuze ’ta ?