Pajenn:De Carne Ar galon vat, 1922.djvu/12

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —
Fanch

Va moutig, va c’hoantik, va mignonig. Klask a ra lakaat an tavancher adarre da Laou.

Laou, fouge ennan.

Gortozit eun tamm, aotrou. Mar choman ganeoc’h, c’houi a baeo d’in hirio e berr, ugent lur, da nebeuta, diwar ar pez a dleit d’in.

Fanch, laouen.

M’hen tou d’it, va c’heazik, en hano va mamm ger, Doue r’he fardouno. M’hen tou d’it. Lakaat a ra an tavancher da Laou. Sell ’ta ! sell ’ta ! ema an Aotrou Doue ganeomp. Setu eun den yaouank a zoare duhont. Dont a ra, sur, da c’houlen da zibri ha da eva. Kea buan d’ar gegin gant da baner. Laou a ya. Perig a zeu. Ema eur c’hoz korn-boud a istribilh ouz e c’houzoug, stag ouz eur goz korden.


III DIVIZ


Fanch, Perig.
Perig

Doue r’ho pinnigo, aotrou. Ma ne fazian ket, eun hostaleuri eo a zo aze dirazoun.

Fanch, laouen.

Just avat, hostaleuri an Aval Aour, ha n’hellfed ket kavout he far. N’eus ket eun all gwelloc’h na brudetoc’h e Plabenneg.

Perig

Sellit ’ta ! emaoun e Plabenneg dioc’h a livirit.