Pajenn:De Carne Ar galon vat, 1922.djvu/15

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —
Fanch

Leiz da gof.

Perig

Eva gwin ruz ha gwin gwenn ?

Fanch

Bete da zaoulagad.

Perig

Hag eur banne kafe du da c’houde ?

Fanch

Eur bodezad leun az pezo.

Perig

Mat. Roit d’in eur c’hofad mat er c’hiz se

Fanch

Ne ket diez. O krial. Laou, lavar d’ar c’heginer aoza lein evit an aotrou ma.

Laou, er meaz.

Ia, mestr. An aotrou mear a zeu.


IV DIVIZ


Fanch, Perig, Ar Mear.
Ar Mear

Lavar ’ta, Fanch. Tud zo hag o deus lavaret d’in e kaffen aman eur c’hravaz hir ha ledan, Daoust ha gwir e ve ?