Pajenn:De Carne Ar galon vat, 1922.djvu/16

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —
Fanch

A zo gwir. Ezom hoc’h eus anezan dioc’htu ?

Ar Mear

Ia. N’eus nemet eur pennad, eur maread tud en em gave bodet du hont, e kichen park Yann-Vras. Eat oun da welet, evel just. Ha petra e oa, Fanch ? Eur paotr yaouank maro, da c’hourvez war ar c’hlazen.

Perig

Ha gouzout a reer piou eo ?

Ar Mear

N’ouzer ket. Gwisket eo gant koz tammou dilhad ha n’eus en e c’hodellou na gwenneg na paper ebet.

Fanch

Eur ribler bennak, marteze, eur galouper bro marvet gant an naon.

Ar Mear

E ve marvet gant an naon, her c’hredi a rafen, mes ne gav ket d’in e ve eur ribler anezan. Hennez, Fanch, a zo kaer kenan e zremm da welet, gant mousc’hoarz eun eal warni. Kroazet e oa e zaouarn paour war e galon, eur chapeled en dro d’ezo. Ne c’hellomp ket dilezel e gorf er c’hiz se. Rakse eo em eus goulennet da gravaz diganez, evit hen dougen d’an ti kear.

Fanch

Ia, aotrou mear, mont a ran d’her c’herc’hat. Fanch a ya kuit.