Pajenn:De Carne Ar galon vat, 1922.djvu/17

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —



V DIVIZ


Perig, Ar Mear.
Perig

Livirit d’in, aotrou mear, mar plij. P’eo gwir eo marvet ar paotr Doue ze hep lezel eur gwenneg zoken war e lerc’h, e gorf paour a vo lekeat en douar hep tamm linser, hep tamm arched ebet zoken. Al linser hag an arched, n’eus fors pegen dister e vent, a goust eun dra bennak evelato.

Ar Mear

Ia sur, mez e kement ti kear zo, ez eus atao eur yalc’hadig a wenneien evit sebelia ha bezia an divroidi, an dremenidi, ar re baour a varv ha n’ouzer ket piou int.

Perig

Mat. Dioc’h ho lavar, ar paotr maro a vo douget e gorf d’ar vered. Da c’houde, neuze, den ne bedo evitan, dre ma n’anavezer na kar na mignon ebet d’ezan, na petra ’ta ?

Ar Mear

Gwir eo.

Perig

Me fell d’in e vezo lavaret evitan oferennou. Anaout a rit an aotrou person ?

Ar Mear

A dra zur. Va gwella mignon eo.

Perig

Brao ’ta ! Setu aman tri skoed. An tri skoed ma n’em eus ken ; mez o rei a ran a greiz va c’halon.