Pajenn:De Carne Ar galon vat, 1922.djvu/20

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —
Gwenole

En eur vro en em gav pelloc’h eget an douar. Me fell d’in beza da vignon leal, Perig ; ni a labouro a unan ha kement a c’hounezimp a vo daou hanteret etrezomp.

Perig

Ne c’houlennan ket gwell. Deomp gant hon hent neuze, hon daou.

Gwenole

Gortoz eun tamm ! Kredi a rafen emaout o vervel gant an naon.

Perig

Feiz ! te zo eun divinour dispar. Me zo du va naon.

Gwenole

Gwell a ze. O tigeri e zac’h. Dal ! setu kig mat, bara gwenn hag eur voutaillad win koz. Dibri a c’hellez kement a giri, nemet eun dra, eun dra hepken.

Perig, souezet.

Pehini ?

Gwenole o kemeret er zac’h eun draig pleget mat en eun tamm paper.

An dra ze eo. Eur grampoezen winiz eo. Goude beza diskouezet ar pakadig da Berig, hel lakaat a ra er zac’h adarre. Ar grampoezen ma, selaou mat, Perig, a zo evidoun. Na zebr ket an distera tamm anezi. He dibri a rin me, pa zeuin en dro, hag awalc’h bras am bezo ganti. Emaoun o vont da bidi Doue eur pennadig d’an iliz. Va brasa levenez me, Perig, eo pidi Doue. Debr leiz da gof en eur va gortoz.