Pajenn:De Carne Ar galon vat, 1922.djvu/21

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —
Perig

Bez dinec’h, paotr ; ne jomo ket an traou mat se da louedi er zac’h. Kriadennou spountus er meaz.

Eur Medisin, er meaz.

O ! Doue madelezus ! ho pet truez ouzin ! Saveteit va bugel muia karet ! Ema o vont da vervel. Ar medisin a zeu, o tougen eur c’hrouadur 5 pe 6 vloaz, diflach, ar goad o redek eus e benn.


VIII DIVIZ


Perig, Gwenole, Ar Medisin, Ar Bugel.
Ar Medisin

Buan ! buan ! tud vat. Ema en e dremenvan. Setu eun hostaleuri. Kavout a rin sikour enni.

Gwenole

Ne d-it ket, aotrou. Roit ho pugel d’in. N’eo netra. Me her pareo dioc’htu. Gwenole a gemer, en e zac’h, eur voestlig a zo eul louzou ebarz, hag ha laka ar bugel war e zaoulin.

Ar Medisin

Kouezet eo ouz eur mean en eur c’hoari, ha n’oun ket bet evit her parea, evidoun da veza eur medisin brudet.

Gwenole

N’ho pezet ket a aon. Frota a ra penn ar bugel gant al louzou. En han’ Doue, bugelig karet, bez pareet a grenn. Ar bugel a zav en eun taol, a gerz, a lamm, a c’hoarz hag a zeu da boket d’e dad.