Pajenn:De Carne Ar galon vat, 1922.djvu/23

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —
Gwenole

A gav d’it ? Evelato ne gemerin ket ar yalc’had. Perig a azez hag a grog da zibri ar boed a zo e sac’h Gwenole.

Ar Medisin

Ma ne fell ket d’eoc’h dont, chomit aze da vihana d’am gortoz. Ne rin nemet mont, ha dont en dro raktal.

Gwenole

Ne roan ket d’eoc’h va ger e chomin d’ho kedal.

Perig

Me jomo ! Aotrou, me jomo ! Na zelaouit ket anezan. Foll eo. Ma n’en deus ket ezom a aour, me am eus. Ni a labour a unan. Me gemero ar yalc’had. Vad a raio d’eomp hon daou he c’haout. Kenavo bremaik, aotrou. Ar medisin hag e vugel a ya kuit.


IX DIVIZ


Perig, Gwenole
Gwenole

Ha breman, epad m’emaout o tibri, me a ya d’an iliz evel m’em eus lavaret d’it. Mar teu en dro ar medisin gant e yalc’had aour, me a zifenn ouzit, Perig, na gemeri eur gwenneg zoken anezi. Ouspenn ze, sonjal a rez…

Perig

Sonjal ?

Gwenole

Ia. Ne zibri ket…