Pajenn:De Carne Ar galon vat, 1922.djvu/25

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —

netra. Dibri a ra ar bruzun diveza ha frota e gof. Nag hi oa mat ! Great e oa bet gant an elez ar grampoezen venniget ze, sur eo.


XI DIVIZ


Perig, Gwenole, hep e vaz aour.
Gwenole

Da zremm a zo laouen, Perig. Debret mat ec’h eus, a gredan.

Perig

Ia sur. Ha te ? pedet mat ec’h eus an Aotrou Doue dioc’h da c’hoant ?

Gwenole

Mat kenan, evidout, dreist holl. Eun tamm naon am eus ive breman d’am zro. Evel m’em boa gourc’hemennet d’it, miret ec’h eus d’in va c’hrampoezen.

Perig, oc’h ober al leue.

Pe grampoezen ?

Gwenole

Va hini me. Te a ra al leue. He lezet ec’h eus er zac’h evidoun, hein ?

Perig, oc’h ober neuz da veza souezet neat.

Petra ’ta ? Bez’ ez oa eur grampoezen er zac’h ? Ne ouien ket avat, ha n’em eus ket gwelet anezi. Klask te da unan. O tigeri ar zac’h. Sell ! n’eus tamm krampoez ebarz.

Gwenole, o c’hourdrouz krenv.

O paotr fall ! Gaouiad touet ; peus ket a vez pa leverez gevier ken divalo ze ? Bez dinec’h : me az