Pajenn:De Carne Ar galon vat, 1922.djvu/26

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —

lakaio dizale, ha daoust d’it, da lavaret ar wirionez, te welo. Red mat eo d’in mont da gerc’hat eun dra bennak da zibri, p’eo gwir e peus lonket va zammig boed paour.

Perig

Ne ket gwir. Gwenole a ya kuit.


XII DIVIZ


Perig, e-unan, o komz d’an dud.

Ha ne gav ket d’eoc’h, Bretoned fur, ez eo va mignon foll eun tammig ? eun tamm brao a banezen eo, eur penn skanv a zen a zo troet e spered. Gwelit ! Eun den pinvidik mor a ginnig d’eomp eur bern pesiou aour ha ne fell ket d’ezan her c’hemeret ! O sonjal. A hend all, ne zeu ket buan en dro an aotrou ze gant e aour, ha fenoz, ’m eus aon, n’hor bezo ken da goania nemet pedennou va mignon. Kement se ne lakaio ket bara en hor c’hof. O skei ouz e dal gant e zourn. Sellit ! kavout a ran, en eun taol, an tu da c’hounit eur bern pesiou arc’hant da nebeuta. Va eal mat eo, sur, a gas d’in ar zonj gaer ze. Gwenole en deus lezet, en e zac’h, boestlig al louzou burzudus o deus pareet ar paotrig. Kemeret a ra ar voestlig er zac’h. Deiz ar foar vras eo hirio aman. Eleiz a dud zo. Me a bareo kement klanvour a vezo gant al louzou ma. Mes penaos e c’halvin an dud ? Sell ! diot ma ’z oun ! va c’horn boud, na petra ’ta ? va c’horn boud. Pignat a ra war eur gador hag a grog da zeni gant e gorn boud. Eun toullad tud a zeu raktal, en o zouez Fanch, eur mouchouer gwenn en dro d’e benn ha d’e elgez, o veza poan atao d’e gildant.