Pajenn:De Carne Ar galon vat, 1922.djvu/27

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —



XIII DIVIZ


Perig, Maze, Lom, Klaoda, Job, Fanch, An Toullad tud.
Perig, huel ha rok e vouez.

Aotrounez, itrounezed, goazed, merc’hed ha dimezelled, emaomp e Plabenneg, mes diwallit ! ne jomimp aman nemet eun dervez, eun dervez hepken. Va mignon ha me a zo medisined dispar a laka da vont da netra pep seurt klenvejou, n’eus fors peger fall ha drouk e vent. Mar d-eus en ho touez tud klanv, tud vac’hagnet, tud toc’hor, tud diot zoken, pareet e vezint gant va louzou burzudus, ha ne gousto da bep hini anezo nemet eiz real ha netra ken. Eur zon korn boud. Eiz real ! eiz real ! eiz real ! Eur zon korn boud adarre. Gwelomp ’ta ! Piou ac’hanoc’h a zo klanv, piou, piou, piou ?

Eun toullad tud, o krial

Me, me, me, me, me !

Perig o tisken diwar e gador.

Gortozit, va zud keiz, gortozit. Eur medisin mat a fell d’eząn kaout ar re glanv holl a unan dirak e zaoulagad. Setu eur bank brao. Azezit holl warnan. Maze, Lom, Klaoda, Job ha Fanch a azez o femp an eil tost d’egile war ar bank. An toullad tud a ya eun tamm pelloc’h. Ha breman, diwallit ; emaomp o kregi da labourat. Da Vaze. Petra d’eoc’h va den mat ? Roit eiz real da genta. Maze a ro. Petra d’eoc’h ?

Maze

Petra ? Va lagad kleiz a zo maro pell zo. An hini deou avat, a grog da veza gwall glanv ive, ha ne welan mui nemeur gantan, koulz lavaret.