Pajenn:De Carne Ar galon vat, 1922.djvu/28

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 26 —
Perig, fouge ennan.

Ha ne d-eus ken ? N’eo netra. Lekeomp eun nebeud louzou ouz al lagad maro d’her parea hag ouz al lagad all d’her miret da vont da goll evel egile. Perig a laka al louzou gant e viz. Mat ; it en dro da azeza war ar bank. Maze a ra. Dal a unan. D’eun all breman. Job a zeu, daou bleget e gein gant ar boan. Rei a ra eiz real da Berig.

Job

Setu va arc’hant, aotrou medisin.

Perig

Bennoz Doue. Ha pe seurt droug ganeoc’h, tonton, ma ’z oc’h kroum ha daou bleget er c’hiz se ?

Job

Setu aotrou. Eun taol korn eo am eus paket digant eur goz vioc’h zu ne ra nemet tourtal. Poan vras am eus ha ne c’hellan kousket tamm gant an dersien.

Perig, oc’h ober neuz da veza nec’het.

O la la la ! fall fall eo kement ma. Ha peleac’h eo he deus ar vioc’h villiget se skoet ganeoc’h ?

Job

Aze, e kreiz va c’hein paour, aotrou medisin.

Perig

Sac’h an dienez ! ne c’hellan ket lakaat al louzou aze va unan. O lakaat al louzou en eun tamm paper. Dalit ! setu louzou evit hoc’h eiz real. C’houi o lakaio hoc’h unan tronoz e toull ar gouli.