Pajenn:De Carne Ar galon vat, 1922.djvu/29

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 27 —
Job

Ia, aotrou.

Perig, krenv e vouez.

Da biou, da biou breman ? Klaoda a zav. Besteod eo evel eur iar. Peleac’h ho troug ?

Klaoda

Ne… ne… n’em eus… ne… n’em eus… ke… ke… ke… ke… ket a… ket a zroug.

Perig

Na perak ’ta e teuit aman neuze ?

Klaoda

Ne… n’em eus… n’em, eus… nene… nemet… eun… eun tamm po… popo… poan… da… dada… da gao… gaogao… da… gaozeal.

Perig

Ne ket diez her gwelet. Paour keaz ! ne c’hellfe ket zoken lavaret e hano.

Klaoda

E… e… eo, eo… Kla… Kla… Klaklakla… Klao… Klaoklao… Kla… oda.

Perig

Diskouezit ho teod. Klaoda a ra. Eun tammig eus al louzou ha c’houi a vo dizale ho teod kel lemm hag hini eun alvokad glabouser. Perig a laka al louzou war beg teod Klaoda. Hema a ra pouah pouah gant an heug en deus. Rei a ra eiz real da Berig.