Pajenn:De Carne Ar galon vat, 1922.djvu/31

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —
Fanch

Hennez, Perig a zo bouzar en hevelep doare na glefje ket ar gurun o koueza en e gichen. Paour bras eo ive, ha ne c’hello ket rei d’it eiz real.

Perig

N’eus fors. Me her pareo evit netra, evit bennoz Doue. Perig a laka al louzou e diskouarn. Lom a jom atao sioul hep lavaret na ger na grig.

Fanch, o krial krenv.

O la ! o la la ! nag a boan am eus, Perig. Petra eo da louzou an diaoul ? Me zo krenvoc’h kalz poan va dant. Aiou ! Aiou ! Hag ar re all, pareet int ? Lavar ’ta, Maze, penaos ez a ganez da lagad klanv ?

Maze

Fall kenan ; ne welan ket gwelloc’h gantan ; hag egile a ya war wasaat ive. Me ’m eus aon a vezo dall a grenn bremaïk.

Fanch

Gwir ? Ha te Klaoda ? Kaozeal a c’hellez easoc’h breman ?

Klaoda

Ia… iaia… va… va… vava… va ze… va zeod…

Fanch

Ro peoc’h ’ta, balbouzat a rez gwasoc’h gwasa. Droug bras ennan. Mignoned, Perig en deus great goap ac’hanomp. Eur gaouiad, eul lampon, eul laer n’eo ken. Kemeromp hor gwenneien digantan.