Pajenn:De Carne Ar galon vat, 1922.djvu/32

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —
An toullad tud

Ia, ia ! harz al laer ! Krogomp el laer ! An holl en em stlap outan, o kemeret an arc’hant en e c’hodel. Bountet ha sachet eo. An taoliou dourn, an taoliou troad a gouez start warnan.

Perig, o krial krenv.

O la ! truez ! truez ! Ahi ! ahi ! hi, hi. Lenva hag hirvoudi a ra. An holl a ya kuit ouz hel lezel e unan penn.


XIV DIVIZ


Perig, o ouela dourek.

O Sant Per ! va faeron, perak hoc’h eus lezet ar re ze d’am frota a c’hoari gaer evelse ? Hi, hi, hi, heu, heu… Va gwenneien eat a bez ganto ! Hi, hi… hi… hi… Ha va faour keaz penn skoet ker krenv ma ’z eo breman evel pa ve eun aval poaz e ve… Hi, hi, heu heu…


XV DIVIZ


Perig, Gwenole
Gwenole

Petra glevan ’ta ? petra zo va mignonig ?

Perig, dinerz e vouez.

Eur maread tud fall a zo kouezet warnoun, d’am laza, a gav d’in.

Gwenole

Na perak ’ta ?