Pajenn:De Carne Ar galon vat, 1922.djvu/33

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 31 —
Perig

Eur vanden dud klanv m’eo bet fellet d’in o farea gant da louzou, evit gounid eur bernig gwenneien ; mes n’int ket bet pareet e nep giz.

Gwenole

Gwir ?

Perig

Ia ; an hini oa born a zo dall breman. An hini ne oa gantan da genta nemet eun dant fall, a zo breman eun dant brein. An hini a valbouze a valbouz gwasoc’h kalz. Koulskoude n’em eus lekeat ouz o foaniou nemet al louzou m’ac’h eus pareet ganto ar paotrig, te oar ?

Gwenole

Ia ; mes me a zo ganen ar galloud da barea gant al louzou ma. Ganez avat, n’eo ket. E peleac’h eo o deus great poan d’it ?

Perig, o tiskouez e benn.

Em fenn paour, hi hi hi !

Gwenole

Deus aman. Gwenole a gemer eun tamm louzou hag a frot gantan penn Perig.

Perig, laouen, o c’hoarzin.

Sell ’ta ! pareet oun me ive. Pebez burzudou a rez atao ! Te zo sorser, sur, pe vedisin gwiziek eus ar gwizieka. Mat ; laouen oun ha laouennoc’h e vijen ma n’o dije ket Fanch hag ar re all lipet va liardou diganen.