Pajenn:De Carne Ar galon vat, 1922.djvu/34

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —
Gwenole

Mat o deus great ; n’ez poa ket gounezet an arc’hant se.


XVI DIVIZ


Perig, Gwenole, Ar Medesin
Ar medisin, o tougen eur yalc’had aour.

Na laouen oun me ouz ho kavout aman adarre. Da Wenole. Dalit, setu an digoll am eus lavaret her rofen d’eoc’h, p’eo gwir ho peus pareet va bugelig paour. Ar yalc’had ma a roan d’eoc’h. Leun eo a besiou aour eus ar re gaera.

Gwenole

Ho trugarekaat a ran a greiz kalon, aotrou mat. Mes lavaret em eus d’eoc’h na fellje ket d’in digemeret eur gwenneg zoken, hag hel lavaran adarre.

Perig da Wenole.

Kemer ’ta, tarzot, kemer, penn foll, kemer ’ta.

Ar Medesin

Kemerit ar yalc’h, aotrou, ho pidi start a ran.

Perig, o kregi prim er yalc’h hag ouz he lakaat en e c’hodel.

Bennoz Doue, aotrou, an arc’hant a zo red d’eomp. Bennoz Doue ! Ar medisin a ya kuit. Perig a ziroll da c’hoarzin o sellet ouz Gwenole.


XVII DIVIZ


Perig, Gwenole
Gwenole, rust e vouez.

Emaomp o welet breman, Perig, pe eul laer out, pe, n’out ket.