Pajenn:De Carne Ar galon vat, 1922.djvu/35

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 33 —
Perig

Eul laer ?

Gwenole

Ia, eul laer. Piou eo en deus pareet ar bugelig ? Piou ac’hanomp ?

Perig

Te eo, her gouzout a ran kerkouls ha te.

Gwenole

Neuze an arc’hant se a zo d’in. Ro ar yalc’had.

Perig

N’he roin ket.

Gwenole, rust.

Ro ar yalc’had dioc’htu, ma ne fell ket d’it ez in da gerc’hat an archerien. Perig a ro en eur c’hrignouza. Mat ; me am eus eun tamm truez ouzit evelato ; ranna a rin an arc’hant etrezomp. Digeri a ra ar yalc’h ha kounta an arc’hant. Sell ! tri rollad mil lur. Setu da loden, eur rollad mil lur.

Perig

Petra leverez ? Mar d-eus tri rollad mil lur, n’em eus ket awalc’h gant eur rollad hepken. Dleet eo d’in eur rollad hanter, p’eo gwir ec’h eus lavaret e vije daou hanteret etrezomp kemend a c’hounezfemp.

Gwenole

Ne ket evelse eo e kountan me, Perig.

Perig

Ha penaos e kountez neuze ?