Pajenn:De Carne Ar galon vat, 1922.djvu/36

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 34 —
Gwenole

Penaos ? eur rollad mil lur evidoun, eun all evidout, hag an trede…

Perig

Da biou an trede ? lavar ’ta.

Gwenole

D’an hini en deus debret va c’hrampoezen.

Perig o kregi buan en arc’hant.

Me eo, mignonig, me eo, me eo, sur.

Gwenole

Ne ket gwir. Touet ec’h eus d’in, kouls lavaret, n’ez poa kavet krampoezen ebet em zac’h.

Perig

Me ? paour keaz, me am eus lavaret kement se ? Te zo gwall fall da zonj, va Doue. Eur grampoezen eus ar re gaera eo em eus kavet er zac’h. Melen aour e oa, ledan evel al loar, ha ker flour da zibri ma kreden e vije bet poazet gant an elez. Dizonjet ec’h eus ?

Gwenole

Va selaou, Perig. Te zo eul louarn re fin evidoun. Sell ! tri mil lur zo er yalc’had. Kemer anezo a bez ; ne fell ket d’in kemeret eun diner anezo. Rei a ra ar yalc’had da Berig. Te a blije d’in kalz muioc’h d’ar mare ma roes da zac’hadig liardou da lakaat oferen nou evit ar re varo.

Perig

Na penaos ’ta e ouzout em eus roet va gwenneien evit an Anaon ? Piou en deus hel lavaret d’it ?