Pajenn:De Carne Ar galon vat, 1922.djvu/38

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 36 —

d’an trede dervez warn ugent a viz eost eus ar bloaz mil nao c’hant ha daouzek, a lavar eo dleet d’eur maread marc’hadourien, gant Fanch, Paol, Jilez Krevier, mestr hostaleuri an Aval Aour, e Plabenneg, daou vil nao c’hant lur ha pevar ugent. O veza n’en deus, Fanch Krevier, roet da hini anezo ar c’henta gwenneg diwar e dle, ar varnerien a c’hourc’hemen ma vezo hirio dioc’htu lekeat foar war e beadra, war e holl draou, fall pe vat, nevez pe goz, arrebeuri, dilhad, boed, boutailhou, podou a bep seurt, listri kegin hag all. Lukaz Firbouch, urcher e Plabenneg, a grogo e traou Fanch evit o gwerza hervez al lezen. Gward an ti kear a ya kuit. Fanch a zeu, eur vaz teo en e zourn.


XX DIVIZ


An hevelep re, Fanch.
Fanch, kounnar vras ennan.

Petra rit holl aze evel eur vanden azened, tud diot ma ’z oc’h ? Ar re a jomo aman, gwaz a ze d’ezo. Ha klevet a rit ? Sevel a ra e vaz da skei ganto. An holl a ya kuit o redek, nemet Firbouch.


XXI DIVIZ


Firbouch, Fanch.
Fanch

Na c’houi ? petra fell d’eoc’h, piou oc’h ?

Firbouch

Me eo Firbouch, urcher, a zeu da gregi en ho madou.