Pajenn:De Carne Ar galon vat, 1922.djvu/41

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 39 —
Fanch, tenereat e galon.

Petra rez, mignonig ? Rei a rez kemend all a arc’hant d’in hag am eus skoet ganez ker krenv ha ker start ! Perak ’ta ?

Perig

Me zo va unan penn war an douar, Fanch, ha c’houi a zo c’houec’h bugel ganeoc’h.

Fanch, o ouela eur banne.

Setu ma ouelan evel eur plac’hig breman. Deus da boket d’in, keaz Doue. Poket a ra Perig da Fanch. Ha selaou mat : Me roio d’it, evit netra, da voed hag eur c’hambrig vrao, em zi, ken na vezo kavet ganez al labour a glaskez.

Perig

N’em eus ket ezom. Emaoun o vont kuit pelloc’h.

Fanch

Ne d-i ket, ne d-i ket ; chom a ri eun tammig da nebeuta ganen.

Firbouch, da Fanch.

Setu an diskarg. Kenavo ; n’em eus mui tra da ober aman.

Fanch, laouen.

Eo da ; deuit da eva eur banne d’am hostaleuri, p’eo gwir eo bet great ar stal ker brao etrezomp. Deus ’ta ive Perig.

Perig

Ia, mont a ran dioc’htu war ho lerc’h. Firbouch ha Fanch a ya kuit.