Pajenn:De Carne Ar galon vat, 1922.djvu/42

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 40 —



XXIII DIVIZ


Perig, e unan.

Ha setu me ker paour ha biskoaz. Eiz real ! eiz real en holl, eleac’h tri mil lur a yoa, n’eus ket pell, em godel. Mat. Nep a c’hell labourat n’en deus aon ebet rag ar baourentez. Gwasa tra zo m’eo eat kuit va mignon karet Gwenole, en deus va dilezet en eur va gourdrouz eun tamm. Pebez paotr dispar, a baree ar re glanv, a bede dalc’hmat an Aotrou Doue. Eun eal bennak e oa amezan, a gav d’in. Na perak ’ta en deus va fedet ker start ma ’z afen da gaout va zad kovesour ? Daoust hag eur c’huzul fur e ve ? Eur c’hloc’h a zon pellik. Selaouit ! Kloc’h ar barrez eo o seni an anjeluz. Abardaezi a ra ; stereden an noz a welan. N’ema ket c’hoaz, marteze, an aotrou person gant e goan. Mont a ran d’her c’haout. O saludi an dud. Kenavo bremaïk, kristenien vat.


Ar goel a zisken.


————