Pajenn:De Carne Ar galon vat, 1922.djvu/43

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 41 —


EIL LODEN
————

Kement ma a dremen pelloc’h eget an douar. Bez’ ez eus, e goueled an teatr, eun nor gaer kempenn mat gant ar pez a gerot, bleun, garlantesiou, traou brao a bep seurt. Skrivet eo warni, gant lizerennou aour : Dor ar baradoz.


KENTA DIVIZ


Perig, e unan, Sant Per adre dor ar baradoz.

E peleac’h emaoun aman ? N’anavezan e nep giz ar vro ma. Dihuna a ran a gav d’in, diouz eur c’housk ha n’en deus ket e bar war an douar. O trei. Sellit ’ta ! Dor ar baradoz ! Daoust ha maro e vijen, o veza ken tostik se da zor ar baradoz ? Nag hi zo kaer ! nag hi zo brao ! Gwenn, alaouret, garlantesiou ha skeudennou outi ! Perak ’ta ne glaskfen ket me mont ebarz kerkouls ha kemend all a dud ? E peleac’h eo ar morzol da skei outi ? Morzol ebet. Bez’ ez eus eur c’hloc’h, neuze, e doare. Kloc’h ebet. Sant Per ! mar plij. Sant Per… Ne respount na ger na grig. Ha me jomo aman neuze, va unanik, beteg ar varn ziveza ? Sell ! va c’horn-boud zo deuet ganen, va c’horn boud a c’halve ker kaer an dud, n’eus ket pell, e Plabenneg. Seni a ra frank gant e gorn boud. Respount ebet. Seni a ra krenvoc’h krenva.

Sant Per, adre an nor.

Petra eo an trouz se a glevan ; piou a ve o terri evelse peoc’h dudius ar baradoz ?