Pajenn:De Carne Ar galon vat, 1922.djvu/44

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —
Perig

Me eo, Sant Per, me eo Perig, ho fillorig.

Sant Per, adre an nor.

Te, va Ferig, n’eo ac’hanout nemet eur pennglaouig. Kredi a rez, neuze, e teuer d’ar baradoz rag eeun er c’hiz se, paour keaz ? N’eo ket. Ar re zalvet a ya holl, kouls lavaret, da ober da genta eun droïg bennak er purgator.

Perig

O va faeron karet, n’em eus ket gwelet zoken ar purgator war an hent ma teuer aman gantan. Me zo deut aman en eun taol nij, evel eur goulmig Vreiz, a denn askel. Digorit d’in mar plij. Sant Per, va zant Per chentil !

Sant Per, adre an nor.

Mat; ne c’hellan ket rei digor d’it. Chom aze da ober da burgator.

Perig

Allaz Doue ! e peleac’h ema neuze ar re am eus ker karet, va eal mat, santez Anna ha santez Barba ? Petra reont eleac’h dont d’am difenn ?

Sant Per, adre an nor.

Ema ar re ze holl em c’hichen. Mes lavaret a reont d’in ez eus, dioc’h gourc’hemen an Aotrou Doue, eur zant all en devezo ar blijadur d’az lakaat da vont d’ar baradoz.

Perig

Pehini, Sant Per benniget, pehini ?