Pajenn:De Carne Ar galon vat, 1922.djvu/45

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 43 —
Sant Per, adre an nor.

Gwenole.


II DIVIZ


Perig, Sant Per adre an nor, Gwenole.
Gwenole, gantan e vaz aour hag an hevelep dilhad evel el loden genta.

Ac’hanta ! Perig, emaout dem dost d’ar baradoz, a gav d’in ; ha me eo a lakaio an nor da zigeri evidout. Me, Perig, eo ar paour keaz paotr marvet e Plabenneg ha m’ac’h eus roet da dri skoed evit ma vije lavaret teir oferen evitan. Sonj ac’h eus ?

Perig

Fresk beo eo va zonj.

Gwenole

Mat. O komz tost d’an nor. Sant Per !

Sant Per, adre an nor.

Petra zo ?

Gwenole

Hennez, Sant Per, ho fillor Perig, en deus roet e dammig arc’hant evit an Anaon. Hennez en deus roet e aour evit tenna an dud reuzeudik eus an dienez. Hennez en deus great vad d’ar re o doa great droug d’ezan. Hennez oa mat e galon. A hend all, daoust ha n’en deus ket lavaret hor Zalver : Eurus ar re a zo trugarezus, rak trugarez a gavint o unan ?