Pajenn:De Carne Ar galon vat, 1922.djvu/9

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


KENTA LODEN
————

Kement ma a dremen e Breiz-Izel, e bourc’h Plabenneg. En eur c’horn eus an teatr, eun tammig taol ; kadoriou ha bankou.


KENTA DIVIZ


Fanch, azezet oc’h an tammig taol, eur werennad win dirazan.

Mil dan kurun ! Eiz heur ha kart, ha Laou ne zeu ket en dro c’hoaz. E peleac’h ’ta e chom ar ginou tartez se ? Eun heur hanter zo aba ma ’z eo eat kuit. Ni a vo divezad evit aoza lein. Ha koulskoude, foar vras Plabenneg eo hirio. Marteze e teuio aman da leina kalz marc’hadourien kezeg ha saout, kalz tud diwar ar meaz, kalz bourc’hisien pinvidik zoken. O krial hag o lakaat e zourn war e jod kleiz. O la ! o la ! setu va dant oc’h ober d’in adarre poaniou a bep seurt ! O la ! o la ! eun dant kleuz eo, dant an diaoul hag an ifern. Evomp eur banne ; ar gwin a lakaio ar boan da vont kuit, marteze. Eva a ra. O la la ! o la ! ar boan a zeu krenvoc’h. Laou a zeu o tougen eur baner bounner. Ha te eo, tartouz ! te eo lakepod, pez didalvez. Petra d’it beza ken divezad ? lavar ’ta.


II DIVIZ


Fanch, Laou.
Laou

N’oun ket bet evit dont en dro kentoc’h, mestr. Ar boulonjer, ar c’higer, ar marc’hadour amann, ar marc’hadour viou ne felle d’ezo rei d’in na bara, na kig, nag amann, na viou.