Pajenn:De Carne Fanch vras ha Fanch vihan, 1922.djvu/13

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —

hag a ev. Eur banne dour a ya en e dreuz gouzouq. Pasaat ha strevia krenv a ra oc’h fri Ervoan ha Jakez.

Jakez

Ac’hanta ! aotrou Korrig ; gwelloc’h eo ganeoc’h eun tammig ?

Korrig

Ia, ia ; Pasaat a ra ; ia, ia ; strevia a ra. C’hoant am eus distrei… distrei… d’ar gear, ia… ia… d’ar gear… Mont a ra kuit, goustadik, o pasaat atao, Jakez hag Ervoan ouz her harpa. Fanch vras ha Fanch vian a zeu.


7 DIVIZ


Fanch vras, Fanch vihan.


Fanch vihan

Doue r’az pinnigo, Fanch. Deuet oun da leina ganez ; meurlajez eo ; plijadur hor bezo.

Fanch vras, rok ha faeus bras.

Plijadur ? N’eus plijadur ebet d’in o leina gant tud dister, paour, reuzeudik ha truillek eveldout.

Fanch vihan, mantret neat.

Petra ’ta ? Me zo souezet a grenn, Fanch, ouz da glevet o komz er c’hiz se. Mar-d-oun me paour, mar-d-eo red d’in labourat start, en eur c’houlen, digant an Aotrou Doue, va bara pemdeziek, daoust ha ne ket memes tra eo evidout ?

Fanch vras, faeus

Evidoun ? Paour keaz. Sell pisoc’h ouzin ’ta, ha gwelet a ri va daoulagad o lugerni, evel re eun den pinvidik mor. Ha te oar mat kounta ?