Pajenn:De Carne Fanch vras ha Fanch vihan, 1922.djvu/14

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —
Fanch vihan

Kounta petra ?

Fanch vras

Kounta moc’h.

Fanch vihan

Ne ket diez bras, sur.

Fanch vras

Mat ; lavar, neuze. Pet penmoc’h ac’h eus ?

Fanch vihan

Unan hepken, bihan ha treut.

Fanch vras

Hag an aotrou mear, ped anezo en deus ?

Fanch vihan

Eur wiz teo.

Fanch vras

Hag an aotrou a Gernigouz, perc’hen ar maner koz, pet penmoc’h en deus ?

Fanch vihan

Tri pe bevar, ha neuze ?

Fanch vras, foll gant eur fouge diroll.

Eur pez kaer avat, evit an holl dud paour ze. Digor frank da ziouskouarn, Fanchig, ha selaou. Me, Fanchig, me am eus, abaoue ar mintin ma, ouspenn daou c’hant mil benmoc’h eus ar re gaera hag eus ar re larta.