Pajenn:De Carne Fanch vras ha Fanch vihan, 1922.djvu/15

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —
Fanch vihan, o c’hoapaat.

Ha dioc’h peleac’h an diaoul eo deuet ganez kemend all a gig moc’h ?

Fanch vras

Va zonton koz, an aotrou Chikago, marvet n’eus ket pell, en deus o lezet d’in war e lerc’h.

Fanch vihan, souezet neat.

Da donton koz ! Santez Anna ! Da dad koz n’en doa breur ebet, da vamm goz kennebeud. D’an dud. Petra a lavar ar paour keaz se ? Foll eo, ’m eus aoun.

Fanch vras

N’eus fors. An aotrou Korrig, noter, en deus hel lavaret d’in : Ho tonton, emezan, oa roue ar varc’hadourien moc’h. Marvet eo, ha neuze, c’houi, evel just, a vezo, diwar-vreman, roue ar moc’h en e leac’h. Rakse, Fanchig, me fell d’in ebatal ha c’hoarzin leiz va c’hof hirio.

Fanch vihan, da Fanch vras, oc’h ober goap anezan.

Gant gwir abeg her gri, pinvidik evel ma ’z out. Da donton oa roue ar vac’hadourien moc’h. En em wisk, hirio, eveltan, gant saeou dispar eur roue. Ne vo ket diez d’it o c’haout. Gwelet em eus war dachen ar vourc’h, bremaik, eur furlukin o werza eol brini da lakaat ar bleo da greski, ha louzou burzudus da lakaat ar merc’hed da devel. Hennez, o varvaillat dirak ar c’henaoueien, a zo warnan saeou marellet a bep seurt liou, eun tog alaouret war e benn, eur zabrenn spountus ouz e c’houriz. Hennez, evit eun nebeudig arc’hant, a bresto d’it, sur eo, an