Pajenn:De Carne Fanch vras ha Fanch vihan, 1922.djvu/17

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —



9 DIVIZ


Fanch vras, e unan, o wiska an dillad farsus.

Na me zo brao, va Doue ! na me zo brao ! C’hoarzin a ra. Gand an dillad se, kaeroc’h kalz eget re Brezidant ar Republik, me a vezo moumoun ar merc’hed koant. Tri pe bevar glasker bara a zeu hag a jom e goueled an teatr da zellet ouz Fanch vras oc’h en em wiska. Plijadur am bezo, erfin, ha ne ket re abred, goude an talabao diaoulek en deus torret hirio va diouskouarn baour. O welet ar glaskerien bara. Petra a rit aze, galouperien bro, laeroun ma ’z oc’h ? Daoust hag a zo va doare ken farsus se ? Ar glaskerien bara a ziroll da c’hoarzin holl a unan. C’hoarzin a rit ? Mat ; gortozit ; eleac’h ar bara a c’houlennit, taoliou va c’hleze eo a gouezo war ho krec’hin lous. Ar glaskerien bara en em strink oc’h Fanch vras hag a sko a dro vat holl warnan gand o bizier. O la ! O la ! tud vat, awalc’h, awalc’h, en han ’Doue. Bara mat ha gwin fresk ho pezo ; Taoliou baz ha kig moc’h ; Taoliou baz ha silzig druz ; Taoliou baz ha gwadegennou. Ar glaskerien bara a ya kuit. Mil malloz ruz warnoc’h, riblerien, boued ar groug ac’hanoc’h ! Mont a ra da azeza war ar bank. Ahi ! Ahi ! va c’hroc’hen baour. Frotet mat eo bet ganto. Droug ennan. Ha piou, adarre, en deus lekeat al lamponed se war va seuliou ? N’em-eus nemet displijadur abaoue deac’h, deiz va eureud. Katel a zo abeg, sur, d’an holl drubuillou ze. Ma vije bet, hounnez, koant ha yaouank, den ne vije deuet da ober goap ac’hanoun. O sevel, droug ennan muioc’h-mui. Abalamour d’ezi eo, sur, ez eo bet great an trouz ifern en deus va bouzaret mintin ma. Hi eo, ar gwall bez se, hi eo a zo kiriek d’an holl droiou fall a gouez warnoun. Kounnar ennan, o sellet ouz an ti. Te eo, sac’had eskern, greg ar gurun, kazeg an diaoul ! Me gemero eur vaouez