Pajenn:De Carne Fanch vras ha Fanch vihan, 1922.djvu/7

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


1 DIVIZ


Ervoan, e unan, o tostaat ouz dor ti Fanch vras, hag o selaou.

Trouz ebet ; mouez ebet. Kousket a reont, o daou, me a gred, evel diou varriken. Mat ; ni a roio, d’ezo, bremaik, eum dihun eus ar re gaera. Jakez a zeu.


2 DIVIZ


Ervoan, Jakez


Jakez

Eun dihun eus ar re gaera da biou ?

Ervoan

Da biou ? Da Fanch vras, ’ta, ha da Gatel, e c’hreg. Te oar ervat ; dimezet eo bet deac’h an daou ze, ha morse n’eo bet gwelet eureud ken iskis ha ken c’hoarzus. Fanch vras n’eo nemet tregont vloaz, ha kemeret en deus da bried Katel, eun intanvez pevar bloaz ha tri ugent. O c’hoarzin. Ha, ha, ha, ha !

Jakez

Eur garantez vras en devoa eviti, marteze ?

Ervoan, o c’hoapaat.

Ia avat. Hounnez a zo koant, a dra zur. He ginou, bras evel eur beg fourn, ne jom ennan nemet daou zant a ziaraok, hag, er goueled, eur c’hoz kildant kleuz. Toullou du he fri a laka da redek, noz deiz,