Pajenn:De Carne Fanch vras ha Fanch vihan, 1922.djvu/8

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —

ar vurudig vutun. Bez dinec’h, Jakez, karantez Fanch vras a zo gwir ; mes ne ket Katel eo a zo karet gantan ; ialc’hadig Katel ne lavaran ket avat, rak dioc’h a leverer, ar vaouez koz ze he deus eur zac’hadig brao a wenneien. Rakse eo e fell d’eomp rei, d’an daou ze, evel m’am eus lavaret d’it, eun abadenig cholori, eur jalivari a zoare.

Ervoan, Jakez

Koumprenn a ran, Ervoan, mes re zivezad oc’h, war va mennoz. Ober a reer an dra ze, atao, d’an noz kenta goude an eureujou. Tremenet eo an nosvez se ; red e vije bet d’eoc’h ober ar c’hoari gaer ze deac’h d’an noz.

Ervoan

N’oamp ket evit hen ober, Jakez. Deac’h d’an noz ar glao a goueze puill evel pa vije bet mil diaoul oc’h e skuilla a vailladou. An amzer a zo bravoc’h kalz, mintin ma, ha gortoz a ran hon amezeien holl evit ober an taol. Fanch vras n’eo karet gant den. Eul laer eo ; eur mezvier eo ; hen a zo berr e spered ha fall e galoun. Eur wir blijadur eo ober bourdou fall d’eur penn leue eveltan. Ouspenn, dimeurs eo hirio, ha pe seurt meurs ? Dimeurs al lard. En em laouenaat a raimp. Sell ! setu hor mignouned o tont, didrouz, ha sioul gand aoun na zeufe hon daou ganfard da zihuna re abred. Eun toullad tud diwar ar meaz a zeu. Dougen a reont peb a dra bennak mat da ober trouz, kaoteriou, pilligou, podou houarn, trompillou, kleier, kornou-boud, bizier.


3 DIVIZ


Ervoan, Jakez, An holl.


Ervoan, krenv e vouez.

Ac’hanta, Fanch vras ; kousket mat ec’h eus ? Respount ebet. Lavar ’ta, paotr. Respount ebet. Mat ;