Pajenn:Disanv-Mellezou ar C halonou.djvu/11

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11
MELLEZOUR AR C’HALONOU

ar Servicherien, deveriou ar priejou, an Tadou, ar Mamou ; deveriou, ar Mistri ha Mestreset,ha generalamant deveriou an Inferiolet en andret o Superioled, ar Superioled en andret o Inferioled : ret eo eta da bep hini examina amàn an deveriou eus e stad hac eus e gondition.

Ar vugale a dle d’o Zadou ha Mamou carantez, respect, oboissanç, ha servich.

CARANTEZ.

A c’hui oc’h eus bet drouc a cassoni oc’h ho Tad pe ho Mam, desiret ho maro pe un drouc bennac dezo. Perac. Hac abalamour m’ho reprenent eus ho fautou e voua, pe abalamour m’hoc’h ampechent da freguanti goall gompagnunes, pe evit caout o danvez, pe abalamour ma vouac’h scuis ganto ; pet guech ?

RESPET.

A c’hui, oc'h eus preseguet rust outo, bet disprigeanç evito, o injuriet, gret goap anezo, o drouc-preseguet, o reprenet gant ourgouill pe superbite, gret rebechou dezo ; petra oc’h eus-hu lavaret, pet guech ?

A c’hui a so bet digass a mogracius en ho andret, roet goal responchou dezo, sellet a dreus outo, manquet d’ho saludi pe da breg outo gant respet ; pet guech ?

A c’hui so manquet d'o c’honsulti en oc’h afferiou important, evel pa ve quistion da zimisi pe da guemer ur parti-ail ?

A c’hui oc'h eus o gourdrouset, aviset scoï ganto, pe memes scoët ganto ; pet guech ?

OBOISSANÇ

A c’hui hoc’h eus disoboisset d’ho Tad pe d’ho Mam pa gommandent deoc’li un dra bennac a vize permettet ; petra voa, ha pet guech.

A c'hui oc'h eus en despet dezo frequantet an dançou, ar c’hoariou, ar goall gompagnunez, an dud libertin ha dibochet, na dlefac'h quet memes gant o c’honsantamant, heulia.

A c’hui oc’h eus, en ur vonet da ober ar pez a gou-