Pajenn:Disanv-Mellezou ar C halonou.djvu/12

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12
MELLEZOUR AR C’HALONOU

mandent deoc’h murmulet, resonet a bet caus dezo da bec’hi da goleri, da douet pe da vlasphemi ; pet guech ?

SERVICH.

A c’hui oc’h eus abandounet ho Tad pe ho Mam en o necessite ; reüset outo an traou necesser, hac ho assista hervez ho callout ; e pe tra, ha pet guech.

A c’hui a so manquet da ober ar pez o devoa recoumandet en o heur diveza pe dre o zestamant, pe chomet re hir hep e ober ; petra voa, ha perac.

A c’hui hoc’h eus bet sourci da bidi Doue evito goude o maro, a memes epad o bues, eguis ma zoc’h obliget ?

A c’hui oc’h eus o ampechet pe o distroet da restitui ar pez o devoa goal-guemeret, pe zidomachi ar gaou o devoa gret, pe manquet d’e ober, hoc’h-unan, o c’houzout e voant-y obliget.

A c’hui hoc’h eus quemeret un dra bennac divar goust ho Tad pe ho Mam, roet pe guerzet traou divar o c’houst, hep gout dezo ; petra eo a perac ?

A c’hui hoc’h eus aliet pe en em servichet eus ar servicherien pe re-all evit quemense.

A c’hui hoc’h eus gret goal usach pe dispignet en tavernou, er c’hoariou, e procesou injust pe e traou dishonest, an arc’hant pe an danvez o devoa roet deoc’h ; peguement.

Ar servicherien o deus ivez ar memes deveriou e quenver o Mistri, o Mestreset, evel ar vugale en andret o Zadou, o Mammou, ret eo eta dezo en em examina var ar memes poenchou-se, ha dreist pep tra guelet hac hy o deus impliget mad an amser, pe quemeret un dra bennac divar goust o Mæstr pe o Mestres, var digare ma quevont o deus re nebeut a c’homanant.


EXAMEN AN DUD DEMEZET.

Ar Priejou a dle en em garet, en em supporti, en em respeti, ha beza fidel an eil d’eguile.


CARANTEZ.

A c’hui hoc’h eus bet yenien ha cassoni evit ho pried : abalamour da betra ; hac abalamour ma carac’h guel an all. Pegueit eo padet ar gassoni-se. Hac ato emoc’h-hu en disposition-se.