Pajenn:Disanv-Mellezou ar C halonou.djvu/13

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13
MELLEZOUR AR C’HALONOU

A c’hui hoc’h eus desiret drouc d’ho pried ; pe seurt drouc, ha pet guech. A c’hui hoc’h eus e scoët pe gret an droug bennac dezi.

A c’hui hoc’h eus e laqueet e coler, bet caus dezi da douet da vlasphemi, en em laqueet expres da zireisi pe da c’hoari ar c’hontrol ; pet guech.

A c’hui hoc’h eus e injuriet, pedet mallozou ; pe seurt, ha pet guech.

A c’hui hoc’h eus bet disprigeanç evit ho pried abalamour d’e defautou pe d’e humor ; gret rebechou, gret trous, scandalet ha cavet drouc e quement a rae ; pet guech.

A c’hui hoc’h eus abandounet ho pried er c’hlenved, en em separet ; perac.


RESPET.

A c’hui hoc’h eus tretet ho pried eguis ur vates, bet disprigeanç evit e avisou mad, manquet da roï dezi anaoudeguez eus oc’h afferiou.

A c’hui hoc’h eus fallet beza mestres, coumaudi d’ho pried, beza indepandant, pe reüset senti hac heulia e avis ; pet guech.

A c’hui hoc’h eus permettet actionou dishonest an eil gant eguile, pe seurt, ha pet guech.

A c’hui boc’h eus bet aoun da gaout re a vugale, a gret un dra bennac evit miret n’ho pize quet ; petra, ha pet guech ?


FIDELITE.

N’hoc’h eus-hu quet goal distribuet danvez ho creg ; e pe fæcoun, ha peguement.

A c’hui hoc’h eus e chagrinet ha tourmantet evit e obligea da gounsanti pe da sina un affær bennac a voa domaichus dezi ; pe seurt affer, ha pet guech.

A c’hui hoc’h eus quemeret pe guerzet traou e cuz, hep gout dare d’ho pried ; evit petra, peguement ha pet guech.

Pa hoc’h eus bet cassoni, trous ha scandal an eil oc’h eguile, a c’hui hoc’h eus disoboisset ha reüset e guir an eil d’eguile ; pet guech.

Ar refus-se hac èn so bet caus eus un drouc bennac-all.