Pajenn:Disanv-Mellezou ar C halonou.djvu/5

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5
MELLEZOUR AR C'HALONOÙ.




MELLEZOUR


AR C’HALONOU.


Examinit da guenta ar Poenchou-mâ.


Guelit pegueit so abaoue ho Covesion diveza. A c’hui ho poa bet an absolven. A c’hui ho poa bet ur guir glac’har eus ho pec’hejou, hac ur guir desir d’o c’huitat. A n’ho poa nac’het pec’het ebet ; pe seurt pec’het e voa ; ha perac n’hoc’h eus-hu quet e ziscleriet ?

A grêt hoc’h eus-hu ar binigen a voa ordrenet deoc’h ; mar doc’h manquet d’e ober, pe seurt pinigen e voa, ha pet guech hoc’h eus-hu manquet ?

A c’hui hoc’h eus grêt ar pez en devoa recommandet deoc’h ho Confessour ; eguis restitui, pardoni, quitaat an occasion eus ho pec’het, repari an henor ho poa lamet, etc.

Goude beza manquet en unan bennac eus ar poenchou-se, pet guech hoc’h-hu bet ô Coves hac ô Sacramanti, pe recevet ur Sacramant all bennac ?

A c’hui hoc’h eus quemeret amser, ha lequeet ho speret hac ho poan da examina ho coustianç, ha d’en em brepari d’ar Govession-mâ. A goulennet hoc’h eus-hu digant Doue ar c’hraç d’e ober ervad, ha da gaout ur guir glac’har?

Examinit bremâ Gourc’hemennou Doue a unan da unan, eguis ma ze lequeet amâ, varlec’h ; hac evit anaout guell ho pec’hejou, songit er plaçou hac er personnachou hoc’h eus frequantet, en afferou hoc’h eus bet, ha dreist pep tra en ho vocation ordinal, pe en deveriou eus ho stad hac ho condition. Bezit sonch da lavaret pet guech hoc’h eus grêt pep pec’het, pet guech en deis, pet guech er sizun, er bloa, pe en oll. Ma na ouzoc’h an nombr just, lavaret tost da vad, ha justa ma c’hallot.