Pajenn:Disanv-Mellezou ar C halonou.djvu/6

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


EXAMEN VAR AR C’HENTA GOURC’HEMEN DOUE.


               Un Doue hepquen a adori,
               Ha dreist pep tra oll a guiri.

An enor souveren dleet da Zoue, ha rentomp dreist pep tra dre ar Feiz, an Esperanç, ar Garantez hac ar vertus a Religion : en em examinit eta var ar poenchou-se.

VAR AR FEIZ.

A c’hui hoc’h eus discredet pe douetet gant bolontez hac o gouieguez eus ur virionez bennac desquet dre ar Feiz, eguis discredi ha doueti hac èn so un Ifern hac ur Barados, hac èn a vilit ur pec’het marvel hepquen an Ifern, etc, pet guech ?

A c’hui hoc’h eus lavaret traou control d’ar Feiz, dirac tud-all, pe roet da entent, en ur fæçoun bennac, na gredac’h quet ar guirioneou-se ; dirac pet den, ha pet guech ?

A c’hui hoc’h eus meulet pe amprouet ur Religion faus, eguis lavaret e aller en em savetei etouez an Hugnodet, quer couls evel etouez ar Christenien catholic ; pet guech ha dirac pet den ?

A c’hui so manquet da ober actou a Feiz a amser da amser, eguis ma ze obliget pep Christen, ispicial pa oc’h bet temptet dre sonjou control da ur virionez bennac desquet dre ar Feiz ?

VAR AN ESPERANÇ.

A C’hui hoc’h eus disesperet eus ho silvidiguez, o songeal ne alle quet Doue ho pardonni, pe e voa impossubl deoc’h miret e C’hourc’hemennou, pet guech ?

Dre an disesper-se a c’hui so chomet hep ober un action vad bennac, da behini e voac’h obliget ; peseurt action, ha pet guech.

A c’hui hoc’h eus offanset Doue gant mui a liberte hac a facilite, rac ma ze mad ha prest da bardouni ; pe o songeal e visac’h quit en ur goves ho pec’het ; pe seurt pec’het ha pet guech.