Pajenn:Disanv - Sarmoun ar vesventi, 1839.djvu/12

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —


Caout a rayo calz consortet,
Hac heb douetançz commerezet,
Ha tout gantàn ar cholori
A vezo en hostaleri.
Hoguen, daoust pegueit e pado
Ar pot dispar var e veno ?
Qeit sur hac arc’hant ar re all,
Qeit-se just, non pas en tu all.
Guelit c’hoas un nebeut amzer,
Oh ! pebes chenchamant caer !
Al lounqesen collet e dân
A velot souden e noas gloan ;
Prest ha prest e vezo clèvet
Penaus a zle e zeo sammet :
Scoden amâ, scoden aont,
Dle en ty-mâ, dle en ennout,
Eur billet roet da Jacquetta,
Ha pêvar da Philipetta ;
Eur c’hreançour impatiant,
Da rattrappout lod e arc’hant,
A sao e benn, a deu arauc,
Arrêt a lacaer va ar pot ;
Chetu ar pillach en e dy,
Al lounqer couezet var e fri ;
Fouettet en deus pis e drantel,
Eat eo e stat gant an avel ;
Chetu én laqeat en noas,
Ha forcet marteze, siouas !