Pajenn:Disanv - Sarmoun ar vesventi, 1839.djvu/19

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —


Dioc’h ar mintin e c’her a ro,
Dioc’h an nôs en dislavaro :
Hirio e rayo eur marc’had,
Varc’hoas en torro mintin mad ;
Eur grevidi fischit er pot
Hac abred en hanavesot ;
Dirac ar voutaill en ho ty
Hac ivez en hostaleri
E rayo deoc’h promessaou
Ar re gaera, a bep seurt liou ;
Eur mignon eo ar fidela,
Habil meurbet, na petra-ta ;
Al lezennou eus ar chican
A ane oll guitibunan ;
Mes fiziout en eur seurt bourc’his,
Va c’hredit, a zo eur sottis ;
Rac dioc’h-tu ma vo troet ho qein,
Ho qüerzo evit ul lom güin :
Evel Judas ho trahisso,
Rac un traitour detestapl eo.
Da veza potr, da veza mest
Eo incapapl, me en attest.
Petra reot-hu gant eur mezier ?
Petra elfac’h-hu da ober ?
P’o po mui ezom dioutàn ?
Bezit sur e viot heptàn,
Hac e gaout mar desirit
Ar c’hos tavargniou bisitit

2