Pajenn:Disanv - Sarmoun ar vesventi, 1839.djvu/24

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —


Eur vaoues tec’het d’e banne ?
Tavomp crenn an infamite !
Rac biscoas an Tadou Santel,
Na Jesus-Christ en Aviel,
Ne rojont deomp a dermeniou
Da rima e vileniou.
Petra goude da lavaret
Eus a grim hac eus a bec’het.
Ministr un Doue teir gueich santel
Sqüer ha doctor ar bobl fidel ?
Da Jesus pebes calonad
Rei e gorf sacr hac e c’hoad
Da eur Ministr qer criminal
Hac an treitour Judas gueichal !!
Mes, va fluen, paouez amâ,
Rac va c'halon a venn ranna…
Deus pez stat benac eo an den
A gar ar güin, a dra certen
Eo dre avançz dishenoret
Ha gant an dud fur disprijet.
Inutilamant a hend all
En deus an oll talantchou ral :
Adalec ma zeo deut mezier,
Adieu dezo tout en antier ;
Rac james c’hoas ar vesventi
Ne deus manqet d’o degradi,
Al lounqer infam marteze
Ganet a dud a galite,