Pajenn:Disanv - Sarmoun ar vesventi, 1839.djvu/32

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —


Eus a c’hraçz Doue er bed-mâ,
Ar barados deoc’h da serri,
Hac an ifern da zigueri.
Balamour da ze ar Scritur,
Oll credit-y, mar doc’h-u fur,
A ro gant indignation
D’ar viçz-mâ reprobation ;
Hac e deus atao e gountet
E niver eus ar seiz pec’het,
Ma meus sonch mad, hanvet gueichal
Pec’hejou bras ha capital.
Isaï en deus declamet
Oc’h ar vesventi milliguet
Gant calz a nerz hac a gouraich,
Selaouit, chetu eur passaich
Eus e c’hourdrousou immortel,
Dictet gant ar Speret-Santel :
« Malheur d’an oll lounqesennet
» Ha da guement a sao abret
» Bete’n nôs d’en em abreuvi
» E feunteun an hostaleri !
» Malheur d’ar mezier arroutet,
» A bini ar penn zo calet
» Ha galloudus da gorfata
» Epad an derves hep coeza. »
Evel ma zeus hiniennou
Re stanc, siouas, er parressiou !!
Piou a zoùeto goude ze