Ha varne’ tennont e goler.
Mes ar vesventi malheurus,
Ouspen ma zeo pec’het grevus,
Evit consortet ordinal,
E deus atao calz viçou all.
Represanti pere amà,
A vez eul labour ar vrassa ;
Mes gouscoude, pa meus amzer
Hirio da instrui ar mezier,
Me ziscuezo e bêr gomzou
E transgress oll gourc’hemennou
Un Doue infinimant santel
Dre e babitud criminel.
A eneb ar feiz e pec’ho,
Rac eus a oll e toùeto ;
Netra eus ar Religion
Dezàn ne seblanto güirion :
Discredi raï an articlou
Fountet var galz a breuvennou
Solid, ha memes sciellet
Gant goad hor Salver benniguet.
Lacait dirac e zaoulagad
Ar varn e traonyen Josaphat,
Ar Barados gant e vonheur,
Hac an Ifern gant e valheur ;
Goab ac’hanoc’h prest a rayo,
Hac e ridicul ho troyo.
Hit, emezàn, ho historiou