Ne sell james oc’h ar musul ;
Mes seulvui a ell da drompla,
Seul-brassoc’h e vez e joa.
Discurpul al lounqesennet
A viol ives an eizvet ;
Oll bepret o c’haver dispos
Da ober testeniou faus ;
Gant ma paeot dê banneou,
E raint gueyer calomniou,
Qement n’int qet eus o c’hostes
Da zua ne vanqint james
Dre ar vilim demeus o zeod
Hac e mil fêçon all mar faut.
Evel un Danvad cailliaret,
An dræsen lous ha divezet ;
Tout ar re all a sclabezo,
A frezo hac a zispenno ;
Rac collet eur veich e renom,
N’en deus qen consolation
Nemet o tiscar ar re all
Hac eveltàn o renta fall.
Heneb an naovet gourc’hemen
E pec’h ivez al lounqesen
Dre ar villa sonjesonou
Hac ar c’houpapla desirou
Excitet ennâ dre ar güin.
A heneb an decvet erfin,
O tezirout neus fors pe c’his,