Pajenn:Disanv - Sarmoun ar vesventi, 1839.djvu/7

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 5 —


Guedal buez, prosperite,
Yec’het ha renom vad ive ;
Mes ar vesventi milliguet,
Envel oc’h eul laer affrontet,
A deu souden d’en depouilla
Eus an oll avantachou-mâ.
Dissipa ra e oll vadou
Oc’h en treina d’an debauchou ;
Discar a ra e oll renom
O tua e reputation,
Hac abregi ra e vuez
Oc’h en taul er fallagries :
Chetu an oll avantachou
A ro tizan an tavargniou,
Hac an tri effet ordinal
Eus ar vesventi criminal.
Qenta effet ar vesventi
Eo revina qement hini,
Poulset dre aliou Satan,
En tavargniou a glasq tizan.
Pell-amzer zo, auditoret,
Doue en deveus lavaret
Penaus ar Mezier renseudic
Ne vezo qet pell pinvidic ;
Rac an debauchou hac ar güin
Prest ha presta ray e rêvin :
Calz exemplou hor beus memes
A guement-mâ en hor parres.